en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dimeurzh e oa bet dalc’het obidoù Charlie Grall e Karaez

Dimeurzh e oa bet dalc’het obidoù Charlie Grall e Karaez

Dimeurzh d'enderv e oa bet dalc’het obidoù Charlie Grall e Karaez, 1500 a dud a oa deuet, Mignoned ha kamaladed dezhañ, bodet evit lavar kenavo d’ar stourmer dizalc’hour. E-pad al lid eo bet enoret evit al labour en deus graet evit Breizh, ar Brezhoneg, hag ar c’henskoazell etrevroadelour gant pobloù all ‘giz ar bobl Euskal. Adalek marv e mignon bras Martial Menard e oa troet da skrivañ e brezhoneg da vat. Padrig an Habask deus Al Lanv embannadurioù a embanne e destennoù er gelaouenn hag en doa embannet 4 deus e levr. An hini diwezhañ Toull Kerliv noa graet ‘berzh … Klevet e vo Padrig an Habask ha goude Fabris Cadou deus Skoazell Vreizh. Pa oa Charlie Grall prezidant Skoazell Vreizh en doa soutenet ar familhoù da vare aferioù Fañch, met ivez stourmerien 44 Breizh pe ar re o doa stanket an hentoù houarn e Plouared da vare ar stourm a enep al lezenn labour e 2016.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio